Mont d’an endalc’had

Sonerezh folk a-vremañ

Eus Wikipedia
sonerezh folk a-vremañ
seurt sonerezh
Iskevrennad eussonerezh poblek, sonerezh folk Kemmañ
Deiziad krouiñ1920s Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Pleustret gantcontemporary folk singer Kemmañ

Sonerezh folk a-vremañ a vez graet eus un hollad ledan a zoareoù sonerezh deraouet en XXvet kantved ha kendalc'het abaoe hag a zo liammet ouzh ar sonerezh folk hengounel. Kroget e-kreiz an XXvet kantved, un doare nevez da seniñ ha kanañ ar sonerezh folk hengounel a oa kroget da zont war-wel. Graet e vez anezhañ "(eil) adsav ar folk" ha bet e oa en e varr er bloavezhioù 1960. An anv brudetañ evit ar sonerezh-se a zo "folk music", met graet e vez ivez "sonerezh folk a-vremañ" pe "folk revival music" anezhañ. Ar c'hemm er sonerezh folk a oa kroget dreist-holl er Stadoù-Unanet, setu perak e vez graet anezhañ ivez Adsav ar sonerezh folk stadunanat[1]. Stummoù kemmesk evel ar folk rock ha doareoù all a zo ganet diwar ar folk a-vremañ. Ma vez disheñvelaet ar sonerezh folk a-vremañ diouzh ar sonerezh folk hengounel, mesket e vezont alies pa vez graet gant memes anv saoznek evito, ha pa vez sonerien hag abadennoù o kemmeskañ an daou seurt, sonerezh hengounel ha sonerezh a-vremañ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]