Mont d’an endalc’had

Platon

Eus Wikipedia
Platon
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAten (henamzer) Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΠλάτων Kemmañ
Anv ganedigezhἈριστοκλῆς Kemmañ
Anv-bihanPlaton Kemmañ
Deiziad ganedigezh420s BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhAten Kemmañ
Deiziad ar marv340s BCE Kemmañ
Lec'h ar marvAten Kemmañ
Lec'h douaridigezhtalvoud dianav Kemmañ
TadAriston of Athens Kemmañ
MammPerictione Kemmañ
Breur pe c'hoarPotone, Adeimantus of Collytus, Glaucon, Antiphon Kemmañ
Yezh vammhenc'hresianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'hresianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridAttic Greek Kemmañ
Micherprederour, epigrammatist, barzh, skrivagner, philosopher of law Kemmañ
Kargscholarch of the Platonic Academy Kemmañ
Bet studier daSokrates, Theodoros of Cyrene, Hermogenes, Dionysius Kemmañ
Statud sokialslave owner Kemmañ
SportGreek wrestling Kemmañ
LuskadPlatonism Kemmañ
TachennPlatonic dialogue Kemmañ
Present in workDivina Commedia Kemmañ
PrantadHenc'hres Kemmañ
Deskrivet dreBust of Plato, Athens, Plato statue, Athens, Bust of Plato, Irakleio, Head of Plato Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadVictoria and Albert Museum, Stedelijk Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://philosophy.stackexchange.com/tags/plato Kemmañ
Lodenn eus Skol Aten, gant Raffaello

Platon (e henc'hresianeg Πλάτων, Plátôn) a oa ur prederour gresian ganet en Aten, e 427 kent J.-K. ha tremenet e 348 kent J.-K.. Lesanvet eo bet « Platon doueel » ha sellet e vez outañ alies evel ouzh unan eus ar c'hentañ prederourien veur eus ar brederouriezh kornôgat. Hervez ur frazenn vrudet gant Alfred North Whitehead, « Ar surañ deskrivadenn hollek eus hengoun european ar brederouriezh zo lâret ez eus anezhi un heuliad notennoù da oberennoù Platon. »[1].

Pinvidik-kenañ eo prederouriezh Platon. Seblantout a ra n'eus kudenn pe goulenn ebet na vije bet studiet gantañ. Studiet en deus Platon koulz ar brederouriezh politikel, prederouriezh ar vuhezegezh, damkaniezh an anaoudegezh, ar gosmologiezh hag ar genedouriezh. Alies c'hoazh e vez breutaet diwar-benn e vennozhioù gant ar brederourien a vremañ. Karl Popper en deus kavet abeg e kreiz an XXvet kantved e « komunouriezh Platon », da skouer, tra m'eo bet difennet ar blatonouriezh hiziv an deiz koulz gant Frege ha gant Russell.

Skrivet en devoa diwar-benn Sokrates, e vestr.

Platon
Platon

N'eo ket anavezet-mat buhez Platon c'hoazh ; evel evit kalz prederourien all eus an henamzer e vez diaes alies lakat kemm etre ar pezh a denn d'an istor, d'ar vojenn pe d'ar fistilherezh.

Ganet e oa bet dindan arc'honterezh Aminias, un 21 a viz Mae, en Aten, e demos Kollitos e 428/427 ha tremen a reas e 348 en ur friko eured. Dont a rae eus ur familh brientinien : e dad, Ariston, a embanne diskenn eus diwezhañ roue Aten (Kodros), hag e vamm, Periktione, a ziskenne eus un Dropides bennak, tost da Solon. Kenitervez Kritias, unan eus an tregont tirant, e oa ivez.

Hervez Diogenes Laertios, e oa Denis, mestr-skol, yezhadurour, kelenner lizherennoù, unan eus vestr Platon. Ariston Argos oa e vestr jimnastik. An hini-mañ en doa lesanvet e skoliad « Platon » abalamour d’e gorf kreñv ( platús a dalvez « ledan »). Skoliad Teodor Kiren, e vije bet ivez evit ar matematikoù.

Hervez Plutarc’hos, e oa Platon barrek war ar skiantoù a-zivout ar sonerezh, o vezañ bet skoliad un Draco bennak ha Metellos eus Agrigento. Evit Platon, e oa ar sonerezh un elfenn bennañ aus an deskadurezh.

Resevet n’eus Platon an deskadurezh hengounel a glot gant e statut sokial. Levezonet e oa bet kreñv gant prederourien Ionian avel Herakleitos, Parmenides, Zenon hag Anaksagoras. Goude marv Sokrates, en em stagas Platon ouzh kelennadurezh Pythagoras.

E-pad e stummadur en doa bet Isokrates evel studier.

Platon hag ar vuhez politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre e orin, tost eo Platon ouzh ar strollad oligarkek, daoust m’en dispriz anezhañ. E-barzh ar Republik e sell ouzh ar politikerezh evel un enor, dlead uhelañ ur geodedad-vat hag sevenidigezh ar vuhez prederouriezhel.

Koulskoude, dilezet en doa Platon abred-tre ar vuhez bolitikel. Kemeret en doa prezh e gouarnamant an Tregont Tirant , ur gouarnamant despotek a gasas da benn tost da 1 500 lazhadeg. Nec’het en defe ar vuhez foran, dismegañset gant reuz ha fluor ar strolladoù.

Krouidigezh an Akademiezh hag enkadenn speredel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroui a ra Platon e 387 kent J.-K. e Aten ur skol anvet « Akademiezh », hervez skouer ar pitagoriisianed. Kelenn a reas eno e-pad daou-ugent vloaz. Evel Pythagoras, Platon a soñj emañ ar matematikoù hag der-vras ar preder abstret diazez pep tra, en o zouez ar brederouriezh, ar skiantoù hag ar moral. E-barzh Akademiezh-se e vez studiet ar skiantoù rik evit prientiñ studi ar brederouriezh. Prederourien brudet a zo bet stummet en Akademiezh, dreist-holl Aristoteles. Padout a reas ar skol e-pad nav kantved, betek ren an impalaer bizantat Justinian e 529.

War-dro 370 kent J.-K. e tremenas Platon un enkadenn speredel hir pezh e lakas anezhañ da soñjal diwar-benn e deorienn ar Mennozhioù. Dont a ra da vezañ emskiant eus an diaster da tolpad ar Mennozhioù a-grevet, dreist-holl :

  • perzh nann-simetrek ar Mennozhioù gant an traoù gwir
    • ar c’homunion etre ar Mennozhioù hag ar Mad

Hervez e deorienn ar stummoù pe ar Mennozhioù, eo ar gwerc’helezh haezel un hollad objedoù o kemer perzh en o stummoù digemm. Ar Furm uhelañ zo ar Mat (e galleg : « Bien »), o tolpad ar Reizh, ar Mat (e galleg : « Bon ») hag ar Kaer. Soñj a ra Platon emañ ret d’ar C’heoded ideal bezañ krouet diwar stumm ar Vat absolud.

Prederouriezh Platon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù preder Platon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzh e studi diwar-benn Platon, lar a ra ar brederourez Simone Weil « er c’hontrol d’an holl brederourien all, adlavar a ra Platon bepred n’en deus ijinet netra, n’emañ nemet o heuliañ un hengoun. Awenet eo a-wechoù gant prederourien a-raok hon eus tammoù anezho, hag en deus asimilet o sistemoù barzh ur sintezenn uheloc’h, a-wechoù eus e vestr Sokrates, a-wechoù eus hengounioù gresianek kuzhet n’anavezomp tost nitra dewar-benn nemet gantañ hepken, an hengoun orfek, hengoun kevrinoù eleusin, an hengoun pitagorisian a zo mamm sevenadurezh gresian, ha sur-awalc’h hini hengounioù Egipt ha broioù all ar Reter ».

Eo Sokrates hag ar sofisted ar re a zeu war wel ar muiañ eus dialogoù Platon. An hini kentañ evel ar c’hendivizer pennañ, an eilourion evel enebourien. N’int ket ar prederouron pe ar skrivagnourion nemeto memestra, dreist-holl gant prederourion a-raok Sokrates, hag Homeros.

Sokrates ha Platon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kejadenn Sokrates ha Platon zo bet pouezus-tre evit emdroadur e breder. E preder Sokrates an hini eo en deus kavet Platon kellid un niver eus e gelennadurezhioù ha pa vefe war dachenn ar vuhezegezh, hini ar brederouriezh politikel pe evit pezh a sell kelennadurezh ar mennozhioù.

Ken bras e oa bet levezon Sokrates war Blaton m'eo bet skrivet oberenn hemañ ziwezhañ en eñvor Sokrates e vestr, evit ul lodenn vras, evel m'en diskouez dreist-holl ar Fedon, ar Banvez hag Apologiezh Sokrates.

An ere-se ken start a liamm preder Platon zo kaoz ma vez diaes alies lakaat kemm etre Sokrates gwirion an istor ha Sokrates Platon, seul vui ma'z eo skridoù Platon an testenioù pinvidikañ hon eus diwar-benn Sokrates, hag a bell.

Kenarroud hag doare lavar preder Platon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'henarroud filozofel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tennet eo preder Platon eus an endro prederouriezhel lec’h ma vez kavet ar rak-sokrated, ar sofisted, hag ur gouzout hengounel treuzkaset gant ar varzhed. Eo ar gouiziegezh-mañ diazez an deskadurez gresian. Sav a ra Platon e breder a-enep pep hini eus e pretendant a c’houlenn ar ouiziegezh. Klask a ra diskoulmañ an diasterioù preder savet ganto, o kemer lodennoù zo, o stummañ anezho en ur framm nevez, termenet gant an dialektik hag teorienn ar Mennozhioù.

Kinnig a rae ar rak-sokrated teoriennoù an natur, o tisplegañ orin, sevel, aozadur hag dazont ar bed, hep displegañ displegadennoù diazezet war an doueelezh. Evit Platon, an teoriennoù-se n’int ket a-walc’h, rak, dre lakaat ar bed da vezañ un hollad traoù kizidik savet gant elemantoù, ne vez ket displeget an abeg da vezañ hag ne zeu ket a-benn enebiezhoù ontologel hag epistemologel.

Dre vras, diaes eo evit ar brederourien naturel gresian da c’houzout penaos e c’halfe bezañ posubl soñjal ar gwirvoudoù rak n’e zeus stabilded ebet. Eo barzh ar c’henarroud-se e klask Platon kinnig ur diskoulm, evit displegañ ententidigezh ar c’hizid ha gwarantiñ d’an den ur gwir galloud da gouzout.

Diaezamantoù zo evit ar preder gresian evez war dachenn an emzalc’h mad-den, da lavaret eo war dachenn ar moral hag ar politikerezh. Sofisted zo o deus asuret tech c’hoñvañsionoù al lezenn o depantout eus ar youl mab-den hag a zo neuze variant, keñverek, hep gwir diazez all eget gwir ar re greñvañ. Deu a ra da vezañ ar justis un efed a lec’h tennañ. Deu a ra ar vuhez a-grevet da vezañ un emgann padus na c’hell ket bout stabiliet, unvañiet gant talvoudegezh ebet, en un doare da warantiñ peoc’h ha erusted ar c’heodedourien.

Emañ aze c’hoazh Platon o klask un diskoulm evit lakaat un termen d’ar geñveriañ moral, da krouiñ ar bolitikerezh ha da ziazezañ kondisionoù ar geoded reizh. War dachenn ar gouzout hag hini ar moral hag ar bolitikerezh e vez liammet ar c’hudennoù ouzh ar c’hemmoù hag ouzh distabilded ar gwirvoudoù. Diskoulm an diaesterioù-se a c’halfe neuze kemer stumm un hipotezenn ontologel nemetañ, anvet « teorienn ar mennozhioù » (pe ar « Stummoù komprenus »).

Poentoù heñvel ha diforzhioù zo etre an istorourien gresian ha Platon, pez a ziskouez dibarded preder Platon e kreiz ar sevenadur gresian. Evel Herodotos ha Thoukydides, eo dedennet Platon da gentañ gant aferioù mab-den ha gant ar bolitikerezh, d’un doare ken prederouriezhel eget pez a c’helfe bezañ sokiologel hiziv an deiz. Skeudennaouet eo an dra-se gant e deskrivadur eus gannedigezh ar c’hevredigezhioù e-barzh ar Republik da skouer. Koulskoude, ne labour ket Platon evel un istoriour hag kemer a ra frankizoù kronologel hag istorel barzh e c’hendivizoù.

Un diforzh prederouriezhel bras zo etre an daou istorour-se hag Platon. Klask a ra Platon ar pezh a zo bepred, pa Thoukydides hag Herodotos a skriv diwar-benn gwirvoudoù n’int ket difiñv hag e vo distrujet anezho. O-tri a klask lakaat sklêrijenn war an dont da vezañ, met n’o deus ket ar memes doareoù enklask, nag ar memes abegoù displegañ.

Hervez Platon, nac’hiñ a ra Sokrates mojennoù a ziskoueze Zeus hag an doueed all evel tudennoù hep divez ha diboell. Ar mojenn zo implijet meur a wech gant Platon ; dreist-holl gant e alegorienn ar vougev. An implij-se, e-keñver deskrivadur ar bed, a vez displeget gant an diaester-mañ : ma ranker, evit anavezout un dra bennak, gouzout an abeg, penaos e c’hellomp anavezout ober krouiñ an abeg-se ?

Eo ober a ouiziegezh skeudenn un ober krouiñ a zo digredus : penaos komz eus orin ar bed amañ ? N’oe ket an ober krouiñ a-us d’an holl brezegennoù reizhel ? Koulskoude e tiskouez an ober krouiñ e c’heller implij ar reizhded. Setu penaos a goulenn Platon penaos komz eus orin ar bed haezel, rak ar ouiziegezh dialektikel o aozañ ar Stummoù komprenus, n’eo ket oberiant amañ. Ne c’hellomp komz a-zivout ar bed dre ur brezegenn a zo heñvel outañ hepken : ur vojenn gredus, liammet ouzh ar pezh a zo poellek. Ziskriv a ra ar vojenn ur bleg dre treuzlec’hiañ darempredoù e vez ijinet gant ar soñj barzh an egor hag an amzer, hep gallout lakaat war-wel en un doare dialektek. Ret oe d’ar vojenn bezañ jubennet hep bezañ basket gant ar gwirvoud. Ret eo treiñ pez ar vojenn en deus tolpet evel divoudoù e darempred mennozhioù.

Diskouezadegoù an hengoun, treuzkas a raont ar mojennoù santimantoù, talvoudoù ha gouiziegezh evit ar gumuniezh a-bezh. Etikel ha politikel eo o pouez. Implij a ra Platon, a-blaen gant ar fed sokiologel-se, ar mojennoù evit treuzkas mennozhioù emaint diaes da zegemer evit lod vrasañ eus an tud, n’emaint ket gwall prederiet gant klask ar wirionez. Ma rank ar reizh kaout ar plas pennañ bepred, gouzout a ra Platon emañ miret ar ouiziegezh gant un elit. Eo ar vojenn un doare da gendrec’hiñ an holl geodedourien da heuliañ ur reolenn pe un dalvoud. Pal pennañ Platon eo mont war zu ar Vat.

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : platon.

Mont a ra 35 diviz, lizhiri, ul levr termenadurioù ha c'hwec'h diviz apokrif d'ober hollad oberenn Platon.

Divizoù kentañ
Divizoù zo diasur o gwirionder
Divizoù apokrif
  • Aksioc'hos
  • Diwar-benn ar Justis
  • Diwar-benn ar vertuz
  • Demodokos
  • Sisifos
  • Eriksias

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Mammennoù kentañ (gresian ha Roman)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez : Levrlennadur platonouriezh 1992-1994 gant Luc Brisson.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Patrom:Autres projets

  1. A. N. Whitehead, Process and Reality, 1929